Skolaerien, bugale, familhoù nevez ha familhoù « kozh » zo en em gavet asambles d’ar gwener noz ha d’ar sadorn vintin. Plijadur zo bet gant an holl o selaou ar vugale kanañ. Krampouezh mat a zo bet fardet gant Florence, mersi bras!
Enseignants, enfants, nouvelles familles et familles actuelles, se sont rencontrés vendredi 6 mai et samedi 7 mai. L’ambiance était conviviale et tout le monde était ravi d’écouter les enfants chanter. Nous avons également dégusté de bonnes crêpes, merci à Florence!
Daoust ma oa bet freuzet ar redadeg warlene abalamour d’ar govid e adkrogomp ganti leun a startijenn ganeomp! Aozet eo gant ar skol. Cheñch a ra stumm hag anv: deuet da vezañ TRAIL BRO MONTROULEZ. Tremen a raio ar redadeg dre lec’hioù glas war ar maez etre ar mor hag an argoad. Ur mod plijus da weladenniñ bro Montroulez! An trail kentañ renevezet a vo d’ar Sul 29 a viz Mae. Daou grogad ( 9 km pe 16 km) a vo. Loc’hañ a raio eus plasenn ar Pouliet e Montroulez. E-barzh Armorik Trail Challenge emañ.
Annulé l’an passé en raison des conditions sanitaires, le Montroulez Urban Trail, organisée par l’école Diwan de Morlaix, change de format et prend le nom de Trail Bro Montroulez. Cette course, plus orientée vers les espaces naturels, aura pour but de vous faire découvrir la campagne bordant le pays de Morlaix. Cette première édition se tiendra le 29 mai. Deux épreuves, au départ de la place du Pouliet à Morlaix, sont au programme : 9 et 16 km. Cette course fait partie du challenge Armorik Trail.